Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/8

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Paour kez Liz Bellek ! Kalz a draou kaer a oa bet laret diwar he fenn, hag en gallek, hag en brezonek, gant tud kustum da gozeal braw. Mes pa dostaaz d’ar bez eur Gernewadez, gwisket e giz Roztrenn, ha pa ’n em lakaz da ganan, kroazet he daouarn ganti war hi davancher, ar maronad he devoa kompozet da vaouezik Treger, kement-hini a oa eno a blegaz e benn, evel pa vije bet Spered ar Varzed braz, Spered Gwenklan ha Taliezin, o tistrei d’ar vuhez war muzellou ar ganerez. Kenavo, adalek neuze, an dud gouiziek ! Holl e stouent o c’halonou dirak ar gemenerez dister, rak er plac’hig-ze Breiz koz a oa hadvew, Breiz koz a oa hadyaouank !

Bennoz Doue d’ac’h, Filomena Cadoret ! Ra vezo ho zoniou arri mad en peb ti Breiz ha gant peb Breizad ! Ra vezint kanet war douar ha war vor ! Eur feiz don hag eun esperanz hir a zo enne. Nann, nann, n’e ket maro c’hoaz bro Velleda, bro Vivyan ! Ar levrik bihan-man a zo ennan eur gentel vras. Ne c’houllin ewitan nemet eur mennad hepken, da laret eo ma tisko da bep-hini ar pez en euz disket d’in ma-unan : karoud mui-ouz-mui hon gouen, hon bro hag hon iez, ha beza zur, keit ha ma vo kemenerezed evel Filomena Cadoret da wriad d’ê dillad a seurt-man, na varwfont biken.


Anatol Ar BRAZ.


Porz-Gwenn, an drede a viz Gwengolo.