Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Digemer mad


————


Goulennet ho peuz diganin, ma c‘henvroadez ker, skriva eur gir a digemer mad en penn-kenta ho levrik. Ha setu aman ar gir-ze, eur gir hag am befe c‘hoant a vije lennet er bed holl, evit ma ouiche ar bed holl a zo ganet da Vreiz koz eur Verc’h dispar hag a c‘houez en hi c’halon, yaouankoc’h evit biskoaz, awen hon drouizezed gwechall, d’ar c’houlz ma vije troc’het gant felc’hier zakr bodik glaz an uhelvar en Koajou Brekilien.

Nen euz telen abed en ho taouarn, o Filomena. Ho pizied n’o deuz disket nemet gwriad, mes ho spered a nij a-uz d‘ho noadez, ho spered a zo eun « noadez-er » gant dioueskel lugernus, hag a oar gwriad hunvreou kaer, pere a bado pelloc‘h ’wit kement korfen pe kement broz ho po staget warne ho taoulagad skler, o kemenerez yaouank. Nann ! nen euz telen abed en ho taouarn, mes an ine a gan en ho mouez, pelec’h e man an delen arc’hant pe an delen aour kap da zon evelti ?

N’am euz klewet ar vouez dudiuz-ze nemet eur wech ; mes, keit ha ma vewin, e klewin anezi, evel en deiz binniget — zonj ho peuz — ma zavas, dindan an oabr koumoulus, ewit meuli eur gonterez koz, kousket en bered Penvenan.