Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
X

C’hernevad war ze a zo henvel ouz e veneou môrenet, a vir dudi d’an neb o c’har en gwirione, d’an neb a deurve chilaou o mouez, ar vouez-ze a zeblant tro ha tro mouez Barzed an amzer gwechall o kelen, mouez ar Zent koz o prezeg, mouez ar Gendadou o tiarbenn, mouez an Anaon o hirvoudi, pe c’hoaz mouez ar vrezellourien dêr o huchal War leziregez ha yenien o diskennourien.

Mouez Meneou Kerne a ve klevet enpad ar bla ; n’ehan tam da voudal. Sevel a ra d’an amzer neve gant kân an alc’houeder, en kreiz an hanv pa weler ar parkadou zegal o wagenni evel ar môr braz, d’an diskar-amzer pa bleg ar gwe dindan an avalou, ha d’ar goanv pa glever kolvez ar gannerez-noz pe pa weler al lutuned o korollât en kreiz eur valaneg, tra ma zav ouz ar c’hos-kleuzennou you spouronnus ar gaouen…

Mouez Meneou Kerne na ve ket klevet, koulskoude gant an holl, — zoken gant kement a dlefe he c’hlevet, siouaz ! Evit he c’hlevout, eo red bezan ganet en Kerne pe, da vihanan, beva enni ha gwestla d’ezi eur garante frank… ha c’hoaz eo diez, rak Kerne na gar ket nemeur al lez-vugale.

Kerne a zo eur vam vad, mes ive pegen ismigus ! N’he deus teneredigez ha na ro madelezou nemed d’he gwellan krouadurien. Ar re-man ne d’int ket stank, laret hon deus, mes karout mad a reont o mam. O mouez, emê, n’eo ket kaer awalc’h evit hi c’hâna, o c’homz entanet awalc’h evit he meuli nag o c’halon birvidik awalc’h evit testenia d’ei oc’h anaoudegez-vad. Hag e welomp anê, neuze, oc’h unani o c’hâniou, o meulodiou, o c’harante evit sevel d’o mam eur barzoneg dispar, kân peurbadus, elec’h ma weler klemmesket levenez ha glac’har pep remzi, eus an amzeriou guzetan d’an amzer a vreman.