Unan a vugale Kerne, eur plac’hig yaouank, bet ganti digant Doue donezonou a c’hened, a furnez, a spered, bet ganti, dreist holl, hag en eun doare ijinus, donezon ar varzoniez, a ginnig hirie d’he Mam-Vro eur gurunen goant a zoniou hag a werziou c’houek.
Evel ma lavaromp uheloc’h, Koulmig Arvor he deus pleet abred hag a zo bet chomet, meur a wech, hep mar da chilaou ar c’hân tener a zav diwar Meneou he bro. C’hoantât he deus goude rei d’ar c’hân eur c’horf, d’ar vouez komzou, evit gallout, evelse, rei lod d’ar re-all en evurusted gouzanvet ganti hec’h-unan. Ha setu perak hon deus hirie, dastumet en eul levrig ar bravan, ar pez a glask pep Kernevad, pep Kernevadez : Mouez o Bro a gresk levenez, Mouez o Bro a zistân poan hag a luskell anken… Setu perak hon deus hirie Mouez Meneou Kerne !
Kalz a chom zouezet e c’hall eur plac’h yaouank sevel evelse danve eul levr. N’eus ket gwall bell c’hoaz eur c’henvreur a lare dirazon : « Penoz eta he deus gallet Filomena Cadoret ober labouriou ken kaer, pa welan ken stank en dro d’in tud pell muioc’h disket ha n’int ket gouest, peurvuian, da zispag an disteran mennoz uhel ? »
Penoz ? N’eo ket diez displega an dra-ze. Ar pez a laz breman hon bro, ar pez a zifram ac’hanomp diganti, ar pez a lak da wenvi hon c’halonou, ken buezek koulskoude, eo an Divroerez. An aërouant a rê kement a spont d’hon Brizeuk meurbed karet, an eus roudennet breman pep tachen a Vreiz. Kement traouien beuc’hus, kement plenen binvidik, kement koad didrouz, kement lanneg moredet a zo treuzet ha hedet gantan. E c’houistelladennou dipitus hag e drouz-ifern a drubuilh anaon af Re-Goz, a strafilh an evnedigou, a voug mouez an Delen, a spouron an