dud oajet hag a dro penn ar yaouankiz gant sorc’hennou diboell ha, Doue oar, pegen noazus…
Eur bern tud a gwita ar vro bep bla, eun niver brasoc’h a zivroidi en em zistol warni evel eur wagen-vor, hag ar rederien baour-man n’o deus na spered-bro, na tiegez, na oaled abed ! Henvel int ouz sardon ha gwesped. Kollet gantê o spered-bro — diaze pep peuc’h ha pep evurusted — ne c’houllont mui kroui eur rusken ; ha nag e rafent, n’ouzon dare hag int a vefe gouest da boanial, enni, evel o c’henvroiz chomet doujus da rouden ar Re-Goz. Bezan int, siouaz d’ê, tud diwriennet, tud dianket. Dre-holl eman o bro, mes neblec’h ne gavont an oaled o deus kollet. Pebez gaou o deus groet outê o-unan, ma Doue, ha nag e karfemp laret d’ê, ken aliez de ma zav an heol, heol lintrus Breiz, a idem kenkoulz ezili ar bevien hag a ra ouz pep lochen eur palez a yec’hed hag a frankiz… Ya, nag e karfemp laret d’ê :
An oaled !… Gir tener, ne glever siouaz ken, |