Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XIII



An oaled !… ar c’havel, n’o deus nemed eul lec’h,
Ha, mar vent dilezet, n’o c’haver mui neblec’h ;
— Oh ! na gwitaet ket, m’ho ped, en han Doue,
Elec’h m’ho peus c’hoarzet da gentan d’ar vue !

Me a garfe kavout mouez ar Barz bleo melen,
Ha gant e vouez tener kavout c’hoaz e Delen,
Evit laret d’an holl : — « Eun oaled pe vervel ; _
Ar ween hep gwriziou na stourm ouz an avel ! » [1]


Nan, ar ween hep gwriziou n’hall stourm ouz an avel ! O chilaou bep beure ha bemnoz Mouez he meneou, Koulmig Arvor he deus meur a wech pouezet talvoudegez eun oaled. En karante an oaled he deus kavet he galvedigez, ha setu a belec’h e teu d’ei an donezon gaer a lak kalz a dud zouezet.

Netra gaeroc’h, eme furnez an dud koz, eget genel, beva ha mervel en hevelep lec’h ! Hon zelennourez yaouank a zo neuze evurus. N’he deus biskoaz anavezet trubuilhou ankenius ar c’hêriou, hag o spouron na strafilh tam he c’halon dinam. Evurus eo gant evurusted ar maeziou, evurusted na ve ket dalc’hmad anavezet, o vezan ma ver boazet da vevan ganti. Gouzanvet start e ve koulskoude, goulennit kentoc’h digant ar potr—saoud a gân hep goût d’ezan, war zigare e richân an evned ; digant al labourer, pa zav e gein en kreiz e bark, ha pa deurve an heol binniget, a-dreuz eur beurevez mougenet, evel

ma weler ken stank en bro Gerne, strinka warnan eur bân

  1. « An oaled » a zo eur barzoneg kinniget ganin d’ar Barz gredus « Abherve » an de ma teurvezas e vignoned hag e ziskibien, bodet holl en Zent-Briek, lida eur gouel disparr en e enor ha rei d’ezan, evel eun testeni a zoujanz hag a garante kaeran kador-derv, eur gador-vrec’h kizellet, a roas biskoaz Barzed Breiz-Izel d’o C’helenner ha d’o Mestr karet…

    A. Y.-B.