Nag a bec’her kez glac’haret
Drezoc’h en eus bet pardon,
Adkavet an evurusted,
Hag ar gwir beuc’h a galon !
Evel hon C’hendadou ive
Diredomp ’trezeg Mari :
Bepred ec’h e leun a drue,
Prest da zikour pep-hini.
C’houi, tadou ha mammou kristen,
Gwestlet d’ei ho pugale ;
Digemer mat ’rey ho peden,
Hi a zo ho Mam ive !
Tud yaouank, ’vit heuilh ar furnez,
Pedit Mari d’ho sikour ;
Nan oc’h nemet sempladurez
Da stourm ouz ar bed treitour.
E-kreiz ho poaniou, klanvourien,
Ho fians enni laket ;
Gant dour burzudus he feunteun
Kalz a zo bet pareet.
C’houi holl hag hoc’h eus poan-spered,
’N ho klac’har, pedet Mari :
Gwaz ’vidoc’h ’c’h e bet trubuilhet ;
Konfort ho pezo ganti !
Tenerrêt eo hon c’halonou
O sonjal ’n he madelez ;
Unanomp eta hon moueziou
’Vit he meuli hep paouez !…
Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/61
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —