Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —


Diskan :


Itron-Varia ar Porjou,
Mam dener on zadou koz,
Teurvezet eus lein an Nenvou
Skuilh warnomp holl ho pennoz !

Salud Mari, gwir Rouanez
Eus an Nenv hag an douar !
Salud, O Mam a vadelez,
A greiz kalon ni lavar :

Choazet a-viskoaz gant Doue
’Vit bezan Mam da Jezuz,
Roet oc’h da Vam d’imp ive :
C’houi hon rento evurus !

Lec’hiou santel ’zo dibabet
Da enori ar Werc’hez,
Eno e plij d’ei skuilh bepred
Teñzoriou he madelez.

Parouz Bonen gand hon zadou
A bell zo a zo gwestlet
D’ac’h, Itron-Varia Porjou ;
Bezet he skoazel bepred !

Aman, ’n hoc’h iliz venniget
E pede start hon zud koz :
O feden drezoc’h, Mam garet,
A ye eün d’ar Baradoz !

Piou a hell laret, Mam dener,
An niver euz ar grasou
Hoc’h eus skuilhet en peb amzer
Aman war an ineou !