Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —


Itron ar Porjou vinniget
Lïez c’hoaz en hoc’h iliz
Ho pedfomp, Patronez karet ;
Klevet peden Boneniz.

Plijet digas war hon maeziou
Gliz hag heol tom d’ar mare ;
Mes dreist-oll en hon ineou
Digaset grasou Doue.

Miret bepred da ren ’n hon zouez
An urz vad, ar garante ;
Gret ma vo en pep tiegez
Ho mab Jezuz gwir Roue.

Pet sonj ive, Mam a drue,
Eus hon c’herent tremenet :
Da baean o dle da Zoue
An Anaon kez sikouret !…

Hent ar vuhez a zo risklus,
Karget a skoueriou diroll :
Astennet ho torn galloudus
’Vit ma n’efomp ket da goll !

Ha pa digoueo an termen
Da gwitat hon zrubuilhou,
Grit ma ’c’h imp ganac’h da viken,
Gwir Borjourez an Nenvou !


Imprimatur :
Brioci, die 27 Augusti 1909.
Y. M. Le Pennec,
Vic. gén.