Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 136 —



Eur plac’hig naontek vloa hepken
A huanade gant anken ;

Dirak ken dous evurusted,
He bec’h a oa pounner meurbed.

Hag e sonje ’n he deiou kaer,
Karget a hunvreou tener…

An den-ze neve-eureujet
Ganti pell-zo a oa karet.

D’ezi hen a westlas ive,
Hep distro, kalon ha buhe.

Digoumoul e oa o deiou
Ha dibreder o c’halonou.

Siouaz, joa ar bed zo henvel
Ouz eur vogeden en avel.

Ar boan a drubuilhas timad
An diou galon drant eur pennad.

Eur gwall-deodad, ’vel eur c’hleze,
A droc’has liamm o c’harante.

Digar, an estig a dec’has ;
Kalon ar goulmig a frailhas.

An estig ne zistroas ket,
Eun durzunel en doa kavet.

Eun durzunel ’touez ar brankou ;
Skoulmet e oa o c’halonou.