Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 137 —



Hag ar plac’hig a hirvoude,
Hag he daerou, stank a ruilhe.

« Bue glac’harus ha c’houero,
Dousat e kavfen ar maro !… »

Klemmou ar goulmig glac’haret
Gant Doue a oe chilaouet.

Eur miz goude, ar c’hloc’h klemmus
En tour a zone truezus

Kanvou eur vleuennig yaouank,
’Rôk ar c’houlz, sec’het war he brank,

Maro gant nec’h ha gant glac’har,
Koulmig dilezet gant he far !