Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/135

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Ar Goulmig dilezet
————


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.



En oabl glas an heol a lintre, lala, (ter gwech)
En tour ar c’hleier a gane,

A gane, gant al lapoused,
Eun devez a evurusted ;

Eureud diou galonig dener,
Diou rozen a neve-amzer ;

Diou rozennig karget a c’hliz,
E-kreiz gened o yaouankiz.

Ha koz ha yaouank a gane
Dudi ar priejou neve…