Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —



Me a distroas d’ar gêr, seder hag evurus,
Da gontan ma joaüsted d’am zud karantezus ;
Holl asambles, a galon, e c’houljomp gant Doue
Digas eur rozen ken kaer d’am liorz hebdale.

’Touez envoriou an dousan, hunvreou alaouret,
E c’hortozen an amzer ma tleen he gwelet ;
Skanv e kaven al labour, dudius ar vuhe,
Beuet bemdez ha bemnoz ’n eur mor a garante.

Degoueet eo, evelkent, an devez binniget,
Degoueet eo an termen ganin ken gortozet ;
’Trezeg bourk Plougerneve, ’dreuz ar brugou melen,
Me a gerze, an de-ze, gant eur spered laouen.

Feal d’ar ger roet d’in, ma mestrezig karet
A oa deut ive d’ar gouel, evel m’he doa laret ;
Bale ’rejomp asambles, betek fin ar pardon ;
Eno ec’h anavis reiz tensoriou he c’halon.

Stardan a rê mui-ouz-mui chaden hon c’harante ;
Toui ’rejomp ’n em garet betek fin hon buhe ;
Ma vije kontant he zud, prestik an dimezi ;
Mont a ris d’he c’has d’ar gêr ’vit klevet o ali.

Pep tra a gerze dispar, herve hon mennoziou,
Bleun a ziwane dre-oll war hon gwenojennou ;
He c’herent a asantas da c’hoant hon c’harante,
O welet n’hallemp bevan an eil heb egile.

Digoumoul hon c’halonou, evel hon c’harante.
Setu grêt an dimezi pemzek devez goude ;
An holl a gemere lod en hon evurusted,
Ni a c’hortoze gant prez siel aour an eured.