Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/106

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —



Siouaz, plijadur ar bed ’zo finvus ha marvel,
Ha Doue a roas d’in, prest goude, ar gentel ;
Rak ’benn eun toullad deiou, e teuas d’in kelo
’Oa ma mestrez ’n he gwele, skoet ’vit ar maro.

Neventi kri ha digar, o spontusât kelo !…
Ma Doue, perak eta, perak n’on ket maro ?…
Ma c’halon daou-hanteret, gouliet ma ine,
Ec’h is kerkent d’he gwelet, ’vit gout ar wirione.

Allaz ! n’eo ket eun hunvre, mes gwirione poanius ;
Ma mestrez zo dirazon en eun doare mantrus,
Eur gwall-glenved, en tri de, en eus he diskaret,
’Vel eur vleuennig tener gant ar reo dizec’het.

Hinjet gant an esperans, ar boan hag an anken,
Epad tri de ha ter noz e chomis ’n he c’hichen ;
Siouaz, netra ne harzas labour kri ar maro…
’Oamp ket choazet gant Doue ’vit bezan priejo…

War askel yen an Ankou ma dous a zo tec’het ;
Chomet ez on ma-unan, gant eur galon frailhet ;
Ma mouez skuiz a rank tevel, mouget gant ma daerou ;
O Doue, grêt ma ’z in prim d’he gwelet d’an nenvou !