Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/104

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —



Bervi a ren gant an hast d’ober anaoudegez
Gant rouanez ma c’halon ha ma c’hentan mestrez ;
C’hoant am oa da rei lod d’ei ’barz ma sonjezonou ;
Ha me ’vont d’he zaludi, goude ar gousperou :

— « De-mad d’ac’h, plac’hig yaouank, turzunel ar goantan,
’Deus grêt d'am c’halon tridal evit ar wech kentan,
Me garfe kavet ar joa da c’houzout hoc’h hano,
Rak hoc’h envor ’barz ma c’hreiz da viken a vleunio ! »

— « Respont a rin, den yaouank, evuruz ha seder,
D’ar pez a c’houllet ganin ’n eur feson ken tener ;
Annaïg eo ma hano, eun hano anavet ;
Laret d’in, m’ho ped, perak e karec’h hen kleved ? »

— « Annaïg, hen goud a ret, perak chom souezet ?
Ar gwel ac’hanoc’h hirie en eus ma goneet ;
Annaîg, en han’ Doue, daoust hag en ho kalon
Nan hallfec’h miret, d’ho tro, eul lec’hig evidon ? »

— « Ma c’halon-me, den yaouank, a zo frank he goulou ;
Den ebed, betek breman, ’n eus skoet ma zellou ;
Abaoue pell-zo, koulskoude, e klaskan an doare
Da gavet eur mignon sur ha din a garante. »

— « Annaïg, hon c’halonou ’zo grêt ’vit ’n em gompren ;
Me ive ho klask pell-zo, evel eur berlezen,
Rak furnez ha karante, kalon leal ha frank,
A zo hirie gwall-dano etouez an dud yaouank. »

— « Ar c’homjou-ze, mignon ker, zo pouellus ha gwirion,
A levenez, a zudi e kargont ma c’halon ;
Kenavo ar blijadur d’ho kwelet hepdale,
Da bardon ar Rozera, ’barz en Plougerneve ! »