Diverradur ar pennadou kentan : Janig ha Perig, eus ar Gêr-wenn, a zo o vont da eureuji, nemet karet eo Janig en kuz, gant eur paour kêz diskiant, Jobig ar C’hoajou. Beure an eured, e wel Janig an diskiant oc’h en em zila el lïorz. Daoust petra eman-hen o steui ouz an daou zen yaouank ?
Traonienn ha meneiou a dregerne laouen, ar beure-ze, gant moueziou sklintin bombard ha biniou o son toniou eured. War dreujou o zier, tud ar vourc’h a c’hortoze aboue eun eur ’zo ; ’hed an hent bras, ar c’hleuniou a oa goloet a dud, ha, dre an henchou a gase d’ar Gêr-Wenn, tud an eured, war gezeg, en gweturiou, a dostae laouen ha fichet-kaer.
Perig a oa degoueet, eur pennad a oa, gant e vazvalan hag e bôtr-enor. E wetur, livet e fresk, a lugerne dindan an heol, hag e gazeg velen, rubaniet he fenn, a dride gant hast e toull an nor. Ar goulennou o devoa bet lec’h, flemmus eus an eil tu hag egile, met gant tu ar pôtr e teuas an trec’h.
Nao eur a zonas. Ar wreg yaouank, daerou en he daoulagad, a vriatas he zud karet ha, goude bezan taolet eur zell diwean war neizig karet he yaouankiz, a bignas e gwetur he zad. Hi eo a dlee kas ar penn, ha Perig, gant e vamm, a gloze ar vandenn.
Ar zonerien a ganas ton ar c’henavo hag ar c’hezeg d’an daoulamm ru a gemeras hent ar vourc’h.
’Hed an hent ar zellerien a hete d’eze chans, eurvad ha plijadur, hag ar c’hezeg a gerze bepred. Setu ar vourc’h du-hont a-hed gwel ! Aman ar pôtr-enor a lez kezeg ar rubanou hag, ouz son ar biniou, an eured a erru er vourc’hig. Prestik eo diskennet an holl, ha Janig, harpet war vrec’h he zad, a gemer hent an iliz, ouz son laouen ar c’hleier.
— « Oh, oh ! eme ar c’homerezed ; troc’h a zo gant ar Mignon koz hirie. Sellet penaos e rod ! »
— « Ma fe, eme eur c’homper lagadet-mat, abeg en deus. Janig-se a zo eur ganfanten spontus ! »
— « Eur paradur dellezek he deus kavet ! Perig ar Barz a zo eur pôtr evel ez eus nebeut dre aman. »
Hag ar c’hlakennou a gerze adarre.
Koulskoude, an iliz vihan en em garge. Leun-chouk e oa gant tud an eured, ken leun ma rankas, siouaz d’ê ! ar c’homerezed chom er-maez…
Daoulinet ouz an daol santel, dirak ar beleg hag a roas d’eze ar vadeiant. Per ha Janig a roe o gir da vean feal an eil d’egile betek ar maro.