Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Bleuniou a garante, 1913.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Daerou a deneridigez ar ruilhe war dioujod ar gerent, ha kalon ar priejou-yaouank a oa leuniet a evurusted. En-dro d’ê, kerent ha mignoned a bede Doue evite. En o c’halon gras Doue a rene : en de a-raok e oant bet o-daou o taoulina ouz an daol sakr. Jezuz a oa pedet d’an eured hag hen a vije da viken siel o c’harante !

An iliz koz, iliz o badeiant hag o fask kenta, he devoa gwisket evit o eured he gwiskamant ar goueliou bras. Ar c’hleier a vralle hep ehan hag ar « Veni creator », ar « Magnificat » a zave nerzus d'an nenvou, heuilhet gant son ar c’horn bras ha gant mouez ar zakrist koz, pedet ive d’an eured, hag a chache warni a-bouez frega e c’henou.

An oferen a echuas, hag an daou zen yaouank a deuas er-maez. Ar zonerien, deut d’o gortoz da doull ar vered, a grogas adarre da zon. Hag ar zellou a zo paret warne ! Met ive, pegen koant eo Janig, gant he c’holierig gwenn, he c’hoef brodet lakaet ken dereat war he bleo melen frizet ! pegen ouesk Perig gant e chupen danve, e dog bleo-go du-fin hag e vruched wenn digor !

— « Pell ‘zo ne oa bet gwelet tud-eured ken dereat dre aman, eme an holl en eur vouez. Gant se fur ha nerzus. Galvet int, a dra zur, d’ober menaj vad. »

Ar bôtred yaouank, gwintet ’benn neuze war o c’hezeg, a oa dastumet war ar blasenn. Loeiz ha Pipi a bourmene o re e-touez an dud evit diskouez ar rubanou marellet staget ouz o fennou. Gante e oa deut an traou !

Hag an eured a guita ar vourc’h. Perig, e wreg yaouank en e gichen, a gas ar penn ar wech-man. Hag e seblant lorc’hus hag evurus o toucha d'e gazeg « Koantig », a ziskouez, savet he fenn, kompren eman ar renk a enor d’ezi en de-se.

Hanter-hent, an holl a ranko dale da dibri eun tamm bara gwiniz hag aman gant eur werennad jistr, digaset d’o diarbenn gant tud al labour, ha, goude, da « Bark ar Gestenenn » da welet ar c’hrog bras.

Ar c’hrog bras !… ya, evit ar bôtred, met ar merc’hed, a-boan erru er Gêr-Wenn, en em dastum war al leur-gêr, hast d’eze da welet soner ha danser o tegoueout.

— Hola, merc’hed kez, n’oc’h ket arru eno c’hoaz ! Du-ze, e park ar chach, pôtred ar c’hezeg a zo oc’h en em dagan. Ar maout a zo torchet gant an hini a zonjet an nebeutan, gant Erwanig ar Mest… Et d’en em lipat breman gant tud evel-se !

Loeiz ha Pipi a zo chomet batet.

— « Hag hen a lare d’in ne fizie ket lezel e hini war ar rubanou. »

— « Sell aze eun hinkin. »



Met ar biniou a c’halv an dud evit « dans ar boked ». Per ha Janig a c’hortoz war al leur-gêr. N'eus ket amzer da chom da chikanat. Ar bôtred prim-ha-prim a chench o dilhad hag a dibab o danserezed.

Aman eman ar gwasan krog evit ar re-man. Daoust ha kerzet a ray an traou d’o sonj ? Kalz a welas o mennad o tont da wir, met lod all, siouaz ! a rankas ober sellou du. Evel-se, Louiza baour a chomas he genou ganti war c’houec’h eur, o welout Laouig, an danser, o rei, en eur vousc’hoarzin, e viz bihan da Zoazig an davanjer roz, tra ma rankas-hi, — ya brao a-walc’h, pe chom er-maez ! — kouean adarre gant he Jilez, en em gave bepred en he c’hichen, kaer he devoa trei diwarnan.

Koulskoude, lanchen ar zonerien a gerze skanv. A-benn eur pennadig o soniou laouen a ziroufennas pep tal hag a rentas an holl ken laouen hag an heol a bare skedus war ar gwiskamanchou lugernus.

Souden, eur voulig douar a faoutas an êr hag a deuas, ’n eur dremen ’us da benn an dud eured, d'en em vruzuna e-kreiz an dro-zans. An holl a chomas a-sav.

— « Piou en deus graet an taol-ze ? »

— « Sell unan o tec’hel du-ze d'ar red ! Sellet ’ta ! »

— « Jobig ar c’hoajou ! eme an holl en eur vouez. Bleuniou a zo gantan. »

Jobig e oa, e gwirionez. Kuzet ’dreg ar c’hleun, e selle ouz an ebad. Eun tamm kounnar a verve en e galon, ken dizrouk peurvuian hag, evel ma tremene Janig hag he den ez-eün d’ezan, e krogas en eur vouden douar hag e taolas anei war-zu enne. Neuze, ’vel mezek ouz e daol, e kemeras d’arpevarlamm gwenojenn e goajou.

— « Ne oa ket pedet marteze, eme unan ? »

— « Eo, eo, eme Janig, met n'eo ket deut, war a welan. »

Koulskoude, an eured a gendalc’he bepred. Epad daou devez leun, an dans, ar c’han, ar baleadennou en em eilas e-kreiz ar vrasa plijadur. Biskoaz ne voe gwelet eured ken kaer, ken reizet hag hini Janig ar Mignon. Siouaz, tremen a ra pep tra war an douar-man. Tamm-ha-tamm brud an eured a davas, ha ’benn eiz de goude Per hag e zousig a oa er C’hoadig o tigeri o ziegez.(Da heuil).

Koulmig Arvor.