Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
182
sant devi.

autrou deoch bepret a pedaff
achiuet eo spes ma desir
a yoa hir oz ma inspiraff
monet ahanen a menaff
da consacraf celebraf sur
ha doen pep pris dan ylisou
dan collaichou lichou pur
bezout hoantec e pep lectur
ha prezec sur an scriptur glan
a griff certen dre cristenez
ha noz ha dez en buhez man

primus canonicus urbis legionum ad eligendum episcopum.

Kaer a legion autrounez
so breman e cals bihanez
hac en bro truez so cœzet
hon archescob garu so maru sur
vn arall choasomp entromp pur
dre vng auantur assuret

secundus canonicus dictœ urbis.

Choasomp Devy so beniguet
gant patrici proficiet
so vn den parfet a credaff
ha so vn den mat ha natur
da archescob a ve prob sur
so a crœadur an furhaff