Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
buhez santez nonn.

me hoz requet a coudet mat
maz vizif graet francq am anquen
ha mazif dan effou louen
da hizuiquen da louenhat

mors eam occidendo.

Me eo an ancquou dan tnou man
a iaz discascun ma hunan
quement en bet man a ganer
terrian gentil hac ylys
bourch gant enoe hac an ploeys
oll dre maz quis ez punisser
A pep sceurt noeant tout antier
me groa diampeig ma mecher
e pep amser ma materi
ne douigaff tourmant na scandal
ha drouc ha mat han hol chatal
universal hep contraly

(Et occidit.)

Huy leanes gant courtesi
duet eo hoz pret da decedy
diabri eon couclusion
nedoff oz nep re disleal
me hoz scoy patant voar an tal
dalet taol real en calon

deus pater in paradiso.

Mma aelez glan it breman oz an tnou