Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
buhez santez nonn.

rac he nouen a goulen ententet

presbiteri.

Oll ny aiel, tut santel de guelet
an guir sanctes Bretones expreset
meurbet dihaet ha claffet ezedy
pa hon goulen euel hen quemenet
eguit he prof gant cof he bout nouet
duet eo he pret maz eo ret decedy

curio.

Dez mat deoch glan en ti man
leanes duet omp apret doz guelet credet spes
digoar an maes certes en hoz esper
moz guel dihaet ha ponyet en bet man
dirac hon drem leueret lem breman
doare hoz poan hoz souzan hoz manier

nonita sine cantu.

Dam bezaf nouet hoz pedaf
beleyen guen hoz goulennaff
dispartiaf a menaf sur
hac ozoch spes ez confessif
ha presant maz sacramantif
voar pen maziff maz viziff pur