Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110
buhez santez nonn.

pret eo e cacc sur dre furnez
maz desquo spes pep oreson
ha pep reson ha guirionez
da bout ardant e carantez
en articlou fez an buhez sur
e cacc da Paulin continant
da bout vaillant e auatur

nonita ad Filium.

Ma mab devy deomny sigur
ma guir crœadur an purhaff
dren pez maz eo onest e stat
da vng mestr mat en hoz grataff

davidagius ad matrem.

Ma mam courtes spes onestaf
hoz sintif scaff a mennaf prest
moz sento courtes gant reson
en traou guirion hac onest

nonita ad Paulinum.

Mestr reuerant e pep andret
salut deoch bepret a pedaf
dre maz a taill den vaillant
gant cals a hoant e presantaf
ma mabdevy da studiaff
da reolyaff gant guellaff pret
en offizcou en traou din