Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
buhez santez nonn.

a dreff an or man ehanaff
da cleuet huec an prezeguen
aman eual hen a menaff
Oz an kernch monet ne credaff
aman contemplaf a graf sur
cleuet hep gaou an compsou mat
heruez ma stat ha ma natur
Pan off haznat am croeadur
voar ma aeur na murmuret
a dref ez chimy ne grif quen
da doen ma anquen ham penet
A dreff piler nem gueler quet
ahanen cleuet me preder
hac ez grif ma deuotion
ha cleuet don an sarmoner.

sanctus gildas.

Guir christenien pan ouch plen ordrenet
Supliomp doe so guir roe dan ploueou
reif e graczou deomp hep goudan tnou man
diff da prezec hoantec en e requet
ha deoch presant hep fent maz ententet
dre gracc meurbet parfet an speret glan
Gorreomp hon drem saludomp lem breman
nobl ha comun sascun ha pep vnan
a calon glan breman hep ehanaff
an mam hegar guerches clouar marj
douguomp gant fez goasoniez dezy
oz presanti an aue gratia