Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/99

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89

Me ya bremâ-zouden bete va c’hendervi,
Ar pêvar mab Emon, evit o reqeti
D’am zicour d’en em venj eus a varo va zad,
Dre ma int tud vaillant, hardi ha potret vad.

Mogis a sorti evit mont da gaout e guendervi.


————


Pevarzecvet Dialog.

An Duc Emon hac e Vugale.

Emon.

Clêvit, va bugale, aon am eus gouscoude
Na attirfemp varnomp re coler ar Roue,
O vea sortiet en secret a Baris,
Hep e bermission na goulen e avis.
Rac-se-ta, va mibien, pa ê ar peoc’h sinet
Entre ar Roue Franç hac hoc’h eont Beuvet,
E meus dezir bremàn ec’h afemp var hor c’his
Da bales ar Roue er guêr eus a Baris.

Mogis a antre en castel an Duc Emon, var :Boyard,
hac o laqât troad d’an douar e lavar :

Salud dêc’h, va eont, ha c’houi, va c’hendervi ;
Me zo deut ho pete gant calz a velconi,
Pa deuàn da zònjal e zeus bet permetet
Laza dre drahison va zad an Duc Beuvet.

Emon.

Ha possubl ve, va niz, e ve güir qementse,
Ve cometet en Franç trahison evelse !...

Mogis.

Ia sur, va Eont, ze a c’hoarveet.
En eur vont da Baris gant daou-c’hant den armet,
Ez ê deut d’e rancontr Fouqes ha Ganelon,
Ha cals a draitourien evelte, hep calon ;
O deus-int lazet oll hep qen nemet pêvar.
Me ho lèz da zònjal en eun act qen barbar !