Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88

Gant an traitourien fall Fouqes ha Ganelon,
Ha gant calz a re-all, sivoas, dre drahison,
A zo deut d’hon rancontr : an dud cri ha barbar !
O deus lazet hon tud, nemedomp hor pêvar ;
Ha ni a zo grêt demp renta hôr mestr d’ar guêr,
Er stat ma voe rentet güechal ar prinç Lohier.

An Duqes.

Consolit ac’hanòn, ô va güir Redempteur !
Rac ne meus mui nemet maleur var bep maleur.
Allas, va fried paour ! o caout re a gourach
Ê pêet dêc’h bremàn gant calz eus a outrach :
Maro ar prinç Lohier zo caus da guement-mâ ;
Sicourit ac’hanòn, pe ec’h an da sempla...

Mogis.

Confortit ho calon, va mam guès, me ho ped ;
Güir ê oc’h eus sujet da vea contristet ;
Mes me a meus esper, abred pe divead,
Da zont d’en em venji eus a varo va zad.

An Duqes.

Cacit corf va fried d’an ilis, m’ho suppli,
Ma vo preparet oll evit en entêri.

Caç a reont ar c’horf d’ar vêred, en eur gana al Libera.


————

Trizecvet Dialog.

Mogis outàn e-unan :

Pa deuàn da zònjal gant peseurt crueldet
E zê trêtet va zad, an Autrou ’n Duc Beuvet,
E fell din counnari ; ne zeus qen qestion,
Ma ne allàn tenna deus e varo rêson.
Ah, Roue Charlamagn ! piou a zônje biqen
E rajec’h trahissa va zad qèz evellen !
Hoguen me er promet d’an Doue am c’hrouas,
E pêfot e varo qent ma na vo pell bras.