Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87

Emedi va glac’har bepret eus va zurpren,
Rac e ve trahisset gant e adversourien.
Neuze va mab Mogis nemedi qet er gêr
Evit va c’honsoli, pa meus brassa affer ;
Ma ellàn lavarat gant peb seurt güirione
Ne zeus greg var ar bed qer glac’haret ha me.

Mogis, en eur antre :

Pell zo boe ma velis ac’hanoc’h divea.
Bonjour dêc’h, va mam guèz, a lavaran gant joa.
Penos a ra va zad ? lavarit din, m’ho ped :
Eun dra zo a neve, meurbet oc’h contristet.

An Duqes.

Sujet a meus, va mab, da vea contristet,
Rac êt ê da Baris ho tad au Duc Beuvet,
Gant daou-c’hant den armet da zervich ar Roue,
Ha ne meus en nep guis clêvet outàn doare.
Ne allàn qet lemel deus va ompinion
Ne ve bet sur lazet eun tu dre drahison.

Mogis.

Bet consolet, va mam, ha ne gredit qet se ;
Ha c’houi a zònj penos e souffre ar Roue
Commeti trahison en e Rouantelez ?
Qementse ve deàn confusion ha mez.

Tud Beuvet a antre gant corf o mestr.


Ar Bêvarvet Chevalier.

Autrou hac Itron guêr, mar oc’h eus exercet
Güechal ar vertu gaer eus ar baciantet,
Oc’h eus lec’h er vech-màn d’e exerci sur c’hoas :
Ni ro dêc’h eur c’hêlou, allas ! a zo trist bras.

An Duqes.

Va Doue beniguet ! m’ho ped, va c’honsolit.
Mes piou ar c’horf maro pehini a zouguit ?...

Boisson.

Allas ! va Itron guèz, cetu lazet hor Mest
En eur vont da Baris dre eur maleur funest,