Mont d’an endalc’had

Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86

Nemet dre da zaouarn, adversour jenerus ;
Te, Chevalier vaillant, a gombat glorius !
M’am bije bet sqient d’en em c’houarn ervat,
E voan bet achapet diouzout hep combat.

Mogis.

Ar pez zo grêt zo grêt. Pançomp da c’houliou ;
Goude-ze, mar qeres, e c’hoariimp armou.
Biscoas ne meus douguet ar c’hroc’hen a boltron :
Bian òn da velet, mes bras òn a galon.

Ar Geant.

Cetu me rentet yac’h eur vech c’hoas em bue !
Ho trugare, Mogis : qemerit va c’hleze ;
Pignit var guein Boyard, m’o ro dêc’h a galon,
Poc’h eus o goneet, vit pêa va rançon ;
Mes roit din, m’ho ped, lod en ho carante,
Ha me ho respeto etro pad va bue.

Mogis.

Mar tigoe din biqen caout en occasion,
Me rento dêc’h servich en dezir va c’halon.
Adieu : me ya bremàn entrezec ha Renod ;
Ma ve var guein Boyard, e ve ar goella pot,
Flamberj eus e goste, ebars e zorn eul lanç,
Hac e ve diracàn an daouzec Tad a Franç,
Ha daou-c’hant den armet prest clos da gombati,
E redfent arocàn evel gad dirac qi.

Sailla ra var Boyard, hac e ya evel an avel
 da gaout e guendirvi.


————

Daouzecvet Dialog.

An Duqez Egremont outi he-unan :

O Doue souveren ! m’ho ped, va c’honsolet ;
Mervel a ràn gant doan hac impaciantet,
En defot ne meus qet clêvet nevezentis
A zoare va fried a zo êt da Baris.