Mont d’an endalc’had

Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85


Mogis.

Qartier a c’houlennes ! var bes condition ?
Ha te c’heus peadra da bêa da rançon ?

Ar Geant.

Cetu aze Boyard, caera marc’h zo er bed,
Nac a vo birviqen var an douar güelet.
Crén ê evel ar môr, buan vel an avel,
Douç, agreapl d’e vestr ; n’oufet qet cavout voell.
Flamberje, va c’hleze, a zo c’hoas eur presant
Ar c’haera a gafet dindan ar firmamant ;
Trempet en goad aspic, entanet gant coad spern,
Ha forjet gant Vulqin en forjou an ifern.
Ar re-ze a zo din ; gra a guiri gante :
Mar dout güir Chevalier, lèz ganén va bue.
Flamberj eus da goste ha Boyard dindannout,
Hep aon ouz den abet, ec’h elles mont partout.

Mogis.

Pa out en em rentet-te po sur marc’hat-mat ;
Mes laqa eves bras ne vez re diveat
Da c’houlen da vue, rac va zol zo marvel ;
Nemet sicour a pe, e zout prest da vervel.
Mes pa c’heus roet din Flamberje ha Boyard,
Ebars en o reqet me ray eun tol apard :
Orsus, deut dam zicour, diaoulou eus an êr,
Hac ar sperejou all a zo din familier
Tariel, Gaviel, Tarquam, Gubariel,
Crarari, Atarib, Core, Gargatiel,
Deut da zicour Mogis da rêi c’hoas ar vue
D’ar Geant-màn zo prest da renta e ene.

Ar Geant.

C'houi ê eta, Mogis, ê bet ar Chevalier
En deus va zurmontet dre eun tol qen dister ?
Lavaret mat en d’oa din an diaoul Rouard
Birviqen ne goljen Flamberje na Boyard