Mont d’an endalc’had

Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84


Mogis.

Da gôf, vel eur porc’hel, a drapin manific.

Ar Geant.

An arrach ha furi a antre em c’halon
Hac a ra din certen bea leun a eston,
O clêvet ar c’hojou demeus eun tamic den
A dolfen pemp cant lêo sur gant eur c’hoezaden.

Mogis.

Arça, cleze en dorn, pe me doro da faç :
Tremenet ar gomz-mâ, te ne po mui a c’hraç.

Ar Geant.

Ah ! paour-qèz preòn-douar ! pa fell dide mervel,
Ret vo da gontanti, mes te ne vi qet voell.
Tremen, poursu da chanç, hac e po marc’hat-mat ;
Ne vi qet joaüssoch pa po scuillet da voad,
Rac eur goad qen dister ne rêi enor abet
Da eun den eveldòn a zo qen redoutet !

Mogis.

Têri a res va fenn gant da gomplimantchou,
Crougaden milliguet ! Divoal deus va doliou ;
Me rêi did displega ha coea d’an douar :
Piou òn, va c’hamarad ? Ha bremàn te er goar ?

Ar Geant.

N’ouzòn qet da hano, mes da dol zo ponner ;
Va glazet ac’h eus ferm, mes me pêo ember.
Ha te allo souten eun tol deus va c’hleze ?
Mar tizan ac’hanout, mem bo sur da vue.

Douguen a ra eun tol da Vogis, mes Mogis a saill varnàn.


Mogis.

Manqet out, camarad ; mes me nes manqin qet ;
En creiz da vouzellou ez out bremàn tizet.

Discar a ra ar Geant d’an douar.


Ar Geant.

Hola ! glazet bras òn : ro din bremàn qartier,
Hac e velin ervat out eur güir Chevalier.