Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/93

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83


Ar Geant.

:Coll a res da sqient. Qê, cornec dre natur !

Mogis.

O, va c’hamarad qèz ! terrupl oud orgouillus !
Daouest d’ac’h oll bombanç, nout qet qer danjerus ;
Mar doud eun nebeut sot, nebon me tisodo :
Bremàn ni velo piou qenta a boeltrono.

Ar Geant.

Ha possubl ve, paour qèz ! e pe an assuranç
Hac an temerite de zont d’en em avanç ?

Mogis.

En gard, loe bras.

Ar Geant.

:En gard, loe bras. Ro peoc’h din-me, cos lorennec.

Mogis.

Daoust did en pe fêçon.

Ar Geant.

:Daoust did en pe fêçon. Me zerro did da veg.

Mogis.

Me vel ervat e zout güell derrupl insolant.

Ar Geant.

Lem ê beg da gleze ? lavar, den important.

Mogis.

Partout ec’h antreo.

Ar Geant.

:Partout ec’h antreo. En eur c’horf eveldòn ?

Mogis.

Meur a blaç a gavo.

Ar Geant.

:Meur a blaç a gavo. Divoal da gorf, haillon.

Mogis.

Ha te voar sqêi eun tol ?

Ar Geant.

:Ha te voar sqêi eun tol ? Divoal ervat da guig.