Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82

Ma carfec’h, va mignon, evit va oblija,
E yafen en ho plaç, ha c’houi deufe amâ.

Ar Geant.

Pardie, va mignon, c’houi a so eun drol den,
Fellout dêc’h-u va marc’h hac ober din disqen !
Me meus ezom va marc’h evit distrêi d’ar guêr,
Hac e rancàn hasta, rac an amzer zo bêr.
Ne zeus qet pell-amzer aboe ma meus-àn bet :
Ma noc’h eus qet unan, me ne ràn van abet.

Mogis.

Hola-ta, va mignon ! berra da dêod afo :
Disqen buan d’an traòn, pe me a tisqenno.
Ma rancàn da bedi c’hoas hepqen eur vech all,
Me a traillo munud evel eun tam qig-sall.

Ar Geant.

Amàn, deus va c’hoste, a zo eul louzaouen
Hac a rafe d’un den crena gant an derzien ;
Ha ma rancàn assur teul d’an douar va zroad,
Me rêi did e c’hrena ; rac-se, divoal ervat.

Mogis.

Alòn ! disqen buan ; ha te glêo, camarad ?

Ar Geant.

Coll a res-te da benn ? Me camarad dide !

Mogis.

Perac ne vez-te qet ?

Ar Geant.

:Perac ne vez-te qet ? C’hoezadennic bue !

Mogis.

Ha te, cos flandrin bras !

Ar Geant.

:Ha te, cos flandrin bras ! Ro peoc’h din, mar doud fur.

Mogis.

Coll a res da sqient.