Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90

Dêc’h, va c’hender Renod, en em recomandàn ;
Mar oc’h eus evidòn nep carante bremàn,
Sicourit ac’hanòn da venj maro va zad,
Ha me bresanto dêc’h traou enorabl ha mad.

Renod.

Gant arrach ha furi me zo freneziet,
Pa deuàn da zònjal ez ê bet trahisset
Va eont qer Beuvet, Duc eus a Egremont :
An nep en deus grêt se ne gavo qet e gont.
Me zistrujo ’r Roue hac alianç e vreg ;
Gant va c’houtelacen me dorcho dê o beg.

Emon.

Oh, va bugale guèz ! marteze ar Roue
Ne bermetas biscoas dont d’ober qementse ;
Pa vimp-ni en Paris, ni vouio ar rêson,
Ha piou ê an autor eus eur seurt trahison.

Richard.

Ha possubl ve e vec’h qen dinatur, va zad,
Ne zantfec’h en ho creiz eun dra evit ho coad !
Ne denfec’h qet venjanç deus a varo ho preur,
Zo bet assassinet dre dud an Ampereur !
Ma n’hon lest d’en em venj a varo va eont,
Ni a yel en hon tro evel tud vagabont,
Ha birviqen ne deuimp var ho tro, me en tou,
Nac evit ho respet ne zouguimp an armou.

Mogis.

Dalit Boyard, dalit, va c’hender qer Renod ;
Pa veot var e guein, it hardi d’an assot.
Ennes a zo eur marc’h hac a meus-me tennet
Demeus eun enezen hac a voa divoallet
Gant an diaoul Rouard, eun dragon ha serpant,
Hac a meus surmontet gant va c’hourach ardant.
Me dennas ar marc’h-mâ eus a eur c’havarn don :
M’en ro dêc’h, va c’hender, eus a greiz va c’halon.