Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/91

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81

Ne zeus diaoul er bed na stropen penn vit penn.
Rouard digoncertet, en despit d’e varo,
En deus bet qemeret min eur c’holle-taro
Pehini a dolfe tân, curun ha luc’het,
O sònjal va sponta, mes me ne sponten qet.
Me meus-àn destumet ebars en e gavarn,
Amaret brec’h ha gar gant eur chaden houarn ;
Me meus-àn contraignet, dre effet a Robard,
Da zilezel ganén ha Flamberj ha Boyard.
Bremàn ne c’houlennàn nemet occasion
Da zisqüel dre ar bed penos e meus calon.
Clêvet meus lavarat penos ebars en Franç
E zeus Chevalierien a zo a importanç :
Me garfe sur rancontr unan eus aneze,
Evit approu varnàn Flamberje, va c’hleze.

Amàn en em gao Mogis, hac ar Geant en eur sellet
 ontàn a lavar :


Piou al lorennec-se a dremen dre amàn ?
Em enor, ne brisfen qet dont da gomz outàn ;
Rac fê e ve ganén ober nep acostanç
Nemet gant eur Roue pe eun Tad eus a Franç.

Mogis a antre en eur lavarat :

Aboe ma meus an oad demeus a drivac’h vloa,
Ne meus cavet biscoas va far var ar bed-mâ ;
Hac ê yan da vale, pa òn eun den puissant,
Da c’hout ha me gavo tam divertissamant.

Apercevout a ra ar Geant.


Seblantout a ra din güelet eun den vaillant...
Me ya d’e zaludi bremàn incontinant ;
Me ranc e zaludi gant calz demeus a joa,
Ma vin sur ê capapl da zifen e vara ;
Rac certen, ma nê qet, hep nemeur a zale,
M’er c’hempenno qer brao, ne renco qet bale.

Tostât a ra ouz ar Geant.


Salud dêc’h, va mignon ; terrubl oc’h montet mad :
Noc’h eus-u qet true ouz nep a zo var droat ?