Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80


————

Unnecvet Dialog.

Ar Geant a antre hac a gomz outàn e-unan.

Bremàn, en assuranç, ec’h allàn lavaret
Ne gafet qet va far, pa rafet tro ar bed.
Biscoas var an douar ne voe güelet geant
Qer vaillant ha ma on, nac ive qer puissant.
Va zad, pa voa güechall o veva er bed-mâ,
A eure, dre e nerz, da Jupiter crena,
Pa deuas da laqat sevel var billierou,
D’en discar eus e dron, mene var meneyou ;
Mes mestr an doueou a strinqas e gurun,
Hac o laqas en poultr, hep esperni nicun.
Ma vijen bet eno, ne voa nac Apollon,
Jupiter, Mars, Mercur, na qenebeut Pluton,
Capapl d’am spouroni, na memes d’am sponta ;
Qent se, me am bije grêt deze oll crena ;
M’em bije grêt dê oll gant eur zell coll calon,
Ha dont da c’hout ha me a zoug croc’hen poltron.
Rouard, an diaoul fin, a zònje va zrompla ;
Hoguen tromplet ê bet e-unan da guenta.
Boyard, ar marc’h vaillant, roue an oll ronceet,
Ha Flamberj, cleze caer, en devoa bet coachet
Ebars en enezen demeus a Balamos,
Hac eno ec’h eure goard varnàn de ha nos ;
Hac e sònje ne voa den er bed qer puissant
Da lemel digantàn e denzor excellant.
Mes pa meus e gavet gant e visach fier,
Me meus bet lavaret en nebeut a amzer,
N’eur friza va moustach : Arça, diaoul Rouard,
Rent din-me prontamant Flamberje ha Boyard,
Rac ma n’o rentes pront, me zavo da dorchen :