Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/89

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79

Mar trêtimp aneàn evel en devoa grêt.

Fosson.

Autrone, ni rayo ar pez a lavarit :
Prest clos omp da ober ar pez a gommandit.

Bernier.

Croguit eta er c’horf, me er gommand dêc’h prest.

Qenta Chevalier Beuvet.

Ni er grai prontamant, hep ober nep contest.

Amàn tud Beuvet a guemer e gorf evit e gaç d’ar guêr.


Ganelon.

Ha ni demp, Autrone, prontamant var hor c’his
D’assuri d’ar Roue hon eus grêt vaillantis.

Ganelon hac e gonsortet a ya da Baris.


Fosson.

Allas ! va mestr Beuvet, emàn zo eur maleur
Oc’h eus bet o tonet da gaout an Ampereur !
Doueti a rêc’h eun dra, ha nonpas hep rêson,
Penos ho poa aon bras na vije trahison.
O Roue Charlamagn ! piou a gredje biqen
E teujac’h da zouffri eun dra qen inhumen !
Donet da bermeti laza eun den vaillant
A ye d’ho servicha gant eur galon ardant.

Eil Chevalier Beuvet.

Oh Duqeç Egremont ! penos e credimp-ni
Dont da annonci dêc’h eur c’hêlou zo qer cri ?
Ranna rêi ho calon, me a zo assuret,
Pa velfoc’h ho pried er guis-màn massacret.

Ar C’henta Chevalier.

Hon oll dristidiguez ne zervich da netra :
Demp prest da Egremont gant ar c’horf maro-mâ ;
Pa vimp êru er guêr e vezo entêret :
Ne c’houlen mui nemet an douar beniguet.

Sortial a reont tout gant ar c'horf evit mont d’ar guêr.


————