Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78

Lavar da in manus en daou pe en tri c’hir.

Beuvet.

Allas ! va breudeur paour Gérard a Roussillon,
Ha c’houi, Duc a Nanteuil, c’houi ive, Duc Emon,
Ma vouijac’h, a gredàn, e vije trahison,
E rojec’h din sicour er seurt occasion.
Oh ! va niz qèz Renod ! ma vouifes va doare,
E teufes d’am zicour, ha da vreudeur ha te.
Adieu, va mab Mogis, daouest pelec’h ez out ;
Pa glêvi vin maro te po calz a hirvoud.
Me reqet ouz Doue, Mogis, ar c’hraç ma po
Gant da guender Renod da venji va maro.
Mes pa renqan mervel dre zaouarn tud barbar,
Me rêyo ma vo sònj ouzòn var an douar.

Laza ra pêvare Ecuier ar Roue.


Ripus.

En em strincomp varnàn, an den traitour infam ;
Laza a ra hon tud bepret a neve-flam.

Grifon.

Oh ! lezit ganemén an traitour inhumen,
Ha me royo deàn bremàn e groas-nouen.

Laza ra Beuvet en eur lavarat deàn :


Orgouillus ! tiset out gouscoude er vech-màn ;
Allòn... ret ê caout fin deus ar re-all bremàn.

Ganelon.

Deut d’en em arrêti, me ho ped, Autrone ;
Mar greont va lavar, o devo o bue.
Pa ê ta güir penos, pa voe lazet Lohier,
E commandas Beuvet da bêvar Ecuier
Renta ar c’horf maro evelse d’ar Roue,
Pe otramant souden e coljent o bue,
Me a gommand dêc’h-u bremàn ar memes tra.
Mar fell dêc’h caout cartier, sònjit bremàn eta
E ranqit caç d’ar guêr corf ho Mestr qer Beuvet,