Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/87

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77

Ni a ya er vech-màn da derri ho penn.
Maleürus e voe dêc’h ar moment hac an de
Mar voelc’hjoc’h ho taouarn en goad Mab ar Roue.

Pêvarvet Soudard Beuvet.

Ni n’em difenno sur, an dra-ze a zo sclêr ;
Rac-se-ta, Autrone, tennomp hor c’hlezeyer,
Ha saillomp a vagad var an dud milliguet,
Da rêi dê da c’houzout ha ni zo poeltronet.

Fouqes.

Ne allàn mui pelloc’h souffr anê da barlant :
Saillomp oll varneze d’o laqat d’an neant.

Commanç a ra ar vataill.


Ganelon.

N’ho pet qet a drue ouz an dud milliguet.

Laza ra 2 soudard da Veuvet.


Grifon.

Cetu daou aneze d’an douar discaret :
Courach, va mignonet, ha ne vano hinin.

Beuvet.

Qer a vo da eure qent eguet ma varvin.
Pa rencomp oll mervel, va zicourit, va zud,
Rac mar chom beo hini, e vo sur eur burzud.

Laza ra an drivet Ecuier.


Galeran.

Courach, va mignonet ; redoublit a vaillanç,
Ha ne chommo qet pell ar victor en balanç.

Laza ra pemp soudard ha blessi a ra Beuvet d’ar maro.


Beuvet.

Ret ê din êchui, me a vel ze ervat ;
Biannêt ê va nerz, coll a ràn va oll goad ;
Reposit hoc’h armou, pa ê ret din mervel,
Ma sònjin er maro, rac ne vevin qet pell.

Galeran.

Ac’hanta, miserabl ! gout a res-te ervat
Ec’h eus, effei, affer bremàn ouz eur potr mad ?

Pêvarvet Ecuier ar Roue.

Hast eta, traitour fall, ha na vez qet re hir.