Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76

Êru ê ar vech-màn an heur hac an amzer
Ma vo sur güerzet dêc’h maro mab ar Roue ;
An dra-ze a zo just ; meritet oc’h eus se.

Beuvet.

O Rouantelez Franç ! possubl ve birviqen
Ne ouffes qet bea nêt eus a draitourien !
Piou na rêi trahison, p’ê ar Roue a ra ?
Neus mui a assuranç a netra er bed-mâ.

Hernier.

Gouscoude, Duc Beuvet, mar boac’h qent orgouillus,
En ho qüelàn bremàn, eun nebeud morc’hedus.
Mad ec’h ellit bea, rac ni deuy da laqât
An douar da ruya hep dale gant ho coad.

Trede Soudard Beuvet.

N’en domp qet morc’hedus evit dont da vervel,
Rac ni a voar ervat omp oll corfou marvel,
Hac e renqfomp eur vech donet da finissa ;
Mes qent eguet mervel ni deuyo da guenta
Da voerza hor maro da zarn eus ac’hanoc’h,
Ia, m’en assur dêc’h, ma avancit tostoc’h.

Ripus.

Tostoc’h ec’h avançfômp, n’ho pet qet a vorc’het.
Sus eta, Autrone, evel chass counnaret
En em strincomp varne d’o zrailla a dammou,
Ma ne yêl den oute da rêi deus e guêlou.

Beuvet.

Allas ! va mignonet, ni hor boa ar gredanç
E voa an accord grêt gant ar Roue a Franç ;
Mes bremàn me a vel en deus hon trahisset :
Allòn, cleze en dorn... Courach, va mignonet.
En hano hor C’hrouer, bezit oll din fidel,
Rac ar vech-mâ ê ret pe drec’hel pe mervel.

Idelon.

Daoust dêc’h, poltronet, ha c’houi en em zifen,