Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75

Ni ya gant ho conje hep goasta davantach.

Ganelon hac e gensortet a ya war an hent da hedal Beuvet.


Charlamagn.

Ha ni, demp, Autrone, d’ar recreation,
Ha c’hortos an issu en devo Ganelon.

Ar Roue hac e suit a sorti evit mont d’ar recreation.


————

Decvet Dialog.

An Duc Beuvet hac e suit a antre var an theatr
evit cuntunui o hent da vont da Baris.

Beuvet.

Va zud ha mignonet, avancit, me ho ped,
Bremàn en hor beach, pa omp oll disqüizet ;
Güell ê bea abret eguet re diveat.
Qen a vin en Paris ne vin qet divorc’hat ;
Rac me a voar ervat e meus adversourien
En pales ar Roue hac a zo traitourien,
Hac a ve joaüs bras da gaout occasion
Evit ober din-me affront pe trahison.

An Eil Chevalier.

Moyenant graç Doue, va C’hrouer beniguet,
Noc’h eus qet a affer, Autrou an Duc Beuvet,
Da guemeret morc’het da vont en ho peach,
Rac bea zo ganêc’h tud demeus a gourach ;
Hac an nep, m’en toue, a zeuy d’hon attaqi,
Ni er grayo souezet qent fin an disparti,
Mes me vel calz a dud o tonet d’hon rancont ;
A bales ar Roue me gred sur e teuont.

Beuvet.

Maleur demp, Antrone ! bea zo trahison ;
Me vel va adversour, ar superb Ganelon.

Ganelon.

O arrêtit, Beuvet, muntrer ar Prinç Lohier ;