Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/84

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74

Hac e gamaradet, tout potret a galon,
Ni yêl en hor perill da assomi Beuvet :
C’houi evit qementse ne veot qet blamet.

Nêm.

C’hoant oc’h eus, Autrone, c’hoas da gomanç labour ?

Fouqes.

Me gred din e teufoc’h, Nêm, ive d’hor zicour.

Oger-Danoa.

Abret pe diveat e vo sur pêet se.

Ripus.

Bepret e màn Oger e sicour e ligne.

Salomon a Vreiz.

Lezit Beuvet en peoc’h hac e reot ervat.

Hernier.

Ne dleer qet e zouffr hep scuilla e oll voad.

Richard a Normandi.

Mar be lazet Beuvet e vo c’hoas sur brezel.

Ganelon.

Qementse a verit ar vil traitour cruel.

Charlamagn.

Ebars ho risq hepqen me bermet se ganêc’h ;
Mes me voelc’h va daouarn ouz se, m’en lavar déc’h ;
Sepet n’em bo me qet nep pec’het evit se,
Me a lèz ac’hanoc’h libr en ho polonte.
Hoguen laqit eves en em gafec’h tromplet,
Rac me a bromet dêc’h, mar be lazet Beuvet
Ne vanqo birviqen adversour dêc’h en Franç :
Coustout a rêi ze dêc’h ha d’hoc’h oll alianç.

Ganelon.

Ne meus morc’het ebet, Sir, eus a guementse ;
Me a zisfi Beuvet coulz hac e oll ligne,
Hac ive qement den a zo ebars en Franç,
Da foula en nep guis me na va alianç ;
Ha p’oc’h eus permetet demp monet en beach