Qementse a guendalc’h da rebech din bepret
Da vea pardonet e varo da Veuvet.
Grifon.
Sir, goall sebezet òn o clêvet lavaret
Ec’h êru da Baris an Atrou ’n Duc Beuvet
Gant daou-c’hant den armet a dle presanti dêc’h :
Ar pez a estono an oll ; me da guenta ganêc’h,
Pa deuit d’accepti, memes da zouffr ouspen
Eun den en hoc’h eneb zo bet qen inhumen,
Hac en deus cometet eur c’hrim an horrupla
A elje den ober birviqen er bed-mâ ;
Hac e souffrac’h eun den dirac ho taoulagad
A drempas e zaouarn en goad ho mab qer mad !
Troublet ê va speret o sònjal qementse.
Mar qerit permeti, selaouit, va Roue,
Ni yêlo var an hent pêvar-c’hant den armet
Evit terri o fenn d’e dud ha da Veuvet.
Charlamagn.
Pa e meus pardonet da Veuvet e dorfet,
Tavomp eta var ze, m’ho ped, va mignonet.
Bertelot.
Én a lazas ho mab, Sir, ha dre drahison ;
Rac-se me lavar dêc’h va resolution,
E tle, dre drahison, bea lazet ive :
Qementse a verit, hep offanci Doue.
Charlamagn.
Ze a ve pec’het bras. Birviqen ne souffren
Ober injustamant laqat mervel nep den.
Fouqes.
Qementse a zo just, m’en lavar, va Roue :
Tra evit tra bepret, bue evit bue.
Beuvet en deus lazet dre drahison Lohier ;
Dre drahison ive e varvo ar muntrer.
Mar qerit permeti, gant ar C’hont Ganelon