Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72

Ret ê delc’hel d’ar gomz, p’on eus er prometet.
Rac-se, va mignonet, humblamant ho pedàn
Da gaout calz a brudanç en occasion-màn,
Ha mar hor be ar c’hraç da zont tranqil d’ar guêr,
Me ho recompanço oll en particulier.

Qenta Chevalier Beuvet.

Pa ê din commandet gant an Duc Rousillon
Rêi dêc’h va asistanç er seurt occasion,
Antrou an Duc Beuvet, me bromet dêc’h ervat
Ne espernin biqen da scuilla va oll goad
Evit hoc’h asista ebars ar veach-mâ ;
Me a gred ar re-all a rai ar memes tra.

Beuvet.

En hano va Doue, güir Roue ar bedis,
Commançomp hor beach entrezec ha Paris,
Da demoigni ervat d’am Mestr ha d’am Roue
E zomp fidel deàn bars en hor promesse.

Ober a reont tro an theatr hac en em arrêtont
 er c’hreiz ; mes o vea c’hoas pell eus Paris,
Beuvet a dro eus e dud hac a lavar :


Pa omp avancet mat ebars en hor beach,
Qemeromp hon repas hep dale davantach ;
Güelloc’h e zaimp en hent pa vimp rafrechisset.
Dèmp eta da leina, m’ho ped, va mignonet.

Fosson.

Hoc’h avis a zo mad, Autrou an Duc Beuvet :
Crénvoc’h e vimp, p’hor bo hon repas qemeret.

Sortial a reont.


————

Novet Dialog.

Charlamagn a antre gant e suit hac a lavar :

Birviqen ne zorti, a meus aon, va zud qer,
Ar c’heus eus va c’halon demeus maro Lohier ;
Rac caer a meus antren em pales trionfant,
Nac er plaçou zo leun a bep contantamant,