Pa ê ho madelez rêi demp-ni hor mennat.
Ni ya gant calz a joa d’annonç d’ar pêvar breur
Oc’h eus a galon vat ar vech-màn, Ampereur,
Pardonet oll deze qement zo tremenet :
O clêvet an dra-ze e vint rejouisset.
Adieu dêc’h, Ampereur, ha c’houi, Tadou a Franç,
Ni reqet dêc’h bepret pep seurt rejouissanç.
An daou Ambassadour a barti da vont da renta
respont da Veuvet.
Charlamagn.
Ha ni, en em dennomp eun nebeut, va frinçet
Ma vo accomplisset ar pez zo proposet.
Charlamagn hac e suit a sorti.
————
Pempet Dialog.
An Duc Beuvet hac e suit a antre.
Beuvet.
Ne dalfe qet e nac’h : contant ven, va breudeur
Da glêvet ar respont digant an Ampereur.
En dispit d’ar fatiq, e ven c’hoas joaüs bras,
E ve plijet gantàn va receo en e c’hraç ;
Rac piou benac en deus ar Roue da barti,
Ne ell qet esperout bea re disourci.
Mes me vel oc’h antren prest va zaou zijentil :
Hac én zo, lavarit, ho peach bet util ?
An daou Ambassadour a antre.
Regnier.
Ia sur, Autrone, hac ouspen, util bras :
Ar Roue Charlamagn ho receo en e c’hraç,
Gant ar gondition, an eil hac eguile,
Ma refot a neve sermant d’e Vajeste.
Dêc’h-u, Autrou an Duc, en ho particulier,
Evit repar deàn maro e vab Lohier,
E qemen da Vouel-Yan qenta d’e zervichi,
Gant daou-c’hant den armet, hervez e fantazi