Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67

Ha bea fidel mat deàn da virviqen :
Qementse a c’houlen, ha nonpas netra qen.

Gerard.

Me ho trugareca, va C’hrouer beniguet,
Me am boa qement-màn pell a zo deziret ;
Ne alje ar Roue exerç brassoc’h douçter
Ebars en hon andret, va c’hredit, va breuder.
Rac-se, en em hastomp da vont gant dilijanç
Da c’houlen hor pardon digant ar Roue Franç,
Ha d’e drugarecât humblamant var ar plaç,
P’en deus ar vadelez d’hon receo eo e c’hraç.

Beuvet.

Me a zo prest da vont pa guerot, va breudeur,
D’en em humilia dirac an Ampereur ;
N’ordreno netra din sur na effectuin,
M’en assur, va breudeur ; nan, biqen ne vanqin
Da ober pep tra oll hervez e volonte,
Evit gallout bepret conserv e amitie.

Nanteuil.

Demp eta, va breudeur, da gavet ar Roue,
Rac aon, eus hor gortos, n’em impaciantfe.

Sortial a reont.


————

C’hoec’hvet Dialog.

Ar Roue hac e suit a antre dre eur c’hoste.

Beuvet hac e Vreudeur dre eur c’hoste all, hac

en em strinqont d’an daoulin dirac ar Roue.

Beuvet.

Me bed Jesus, Roue an douar hac an êe,
Da ogmanti ho cloar, va Frinç ha va Roue,
Ha da rêi dêc’h ar c’hraç da vea trionfant
Er pez’ antreprenoc’h atao antieramant.
Me zo deut ho pete hac ive va breudeur,