Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/75

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65

Crénvoc’h eguet Beuvet hac e oll alianç.
Dont abenn dioute n’en dê qet re facil ;
Mes anfin, eur peoc’h mat, Sir, a ve sur util.

Richard a Normandi.

Duc Nêm, me a approu ar pez a leveret ;
A ligne puissant ê assur an Duc Beuvet ;
Bea int pêvar breur, ha Duqet o fêvar :
En qement ma varchont ne gavont qet o far.
Nemet frajilite ne zeus ebars an dud :
Beuvet a eure ze dre eun tol prontitud ;
Ha pa ra offr dêc’h, Sir, da zont da repari
Maro ho mab Lohier, m’ho ped d’er pardoni.
Pardonit da Veuvet e offanç tremenet,
Hac e vo fidel dêc’h en amzer da zonet.

Charlamagn.

Me bardon aneàn ebars en ho faveur.
Grit eta prest antre an daou Ambassadeur,
Ma lavarin deze va resolution,
M’o devo o mennat, mes gant condition.

An daou Ambassadour a antre, hac ar Roue a guntunu.


Arça-ta, Autrone, lavarit da Veuvet
Hac ive d’e vreudeur, e meus-int pardonet,
Gant ar gondition, an eil hac eguile,
Ma rint a neve-flam sermant d’am Majeste.
Lavarit da Veuvet, ententit mat, Regnier,
Evit ma reparo maro va mab Lohier,
E ranc dont da Vouel-Yan gant daou-c’hant den armet
Evit va servicha el lec’h m’am bo souhet.
Cetu-ta, Autrone, an oll gondition,
Mar sònj antren en graç ha bea va mignon.

Fosson.

O Roue vertuus hac an nopla biscoas
Zo bet var an douar hac ive er mor glas,
Ni ho trugareca demeus a galon vat,