Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/72

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62

Rac-se eta, Fosson, qent mont bete ’r Roue,
Sònjomp a fêçon vat petra a lavarimp :
Rac eur goal veach ê ; mes gouscoude er grimp.

Fosson.

Pell zo ne ris beach gant mui demeus a joa
Nac a gontantamant evel ma ràn emâ ;
Rac ma elfe ar peoc’h eur vech bea sinet,
E chomfemp adare en hor paciantet.
Adieu ta, Autrone ; adieu eur veach c’hoas :
Ni rento dêc’h respont hep arrêti pell bras.

An daou Ambassadour a zorti,
hac e yeont da gaout ar Roue.


Beuvet.

Ha ni n’em retiromp, me ho ped, va breudeur,
Da c’hortos ar respont digant an Ampereur.

————


Pêvarvet Dialog.

Charlamagn hac e suit.

Charlamagn.

Pelêc’h-ta ê manet Beuvet hac e vreudeur ?
Pa ne deuont souden, n’o c’hortoimp nemeur ;
Ni laqayo Beuvet da ober eur remu,
Rac ni laqai e guær en tân hac en ludu.

An daou Ambassadour a êru e càn ar Roue,
hac en em strinqont d’e zaoulin.


Fosson, eur branc olivez glas en e zorn, a lavar :

Jesus-Christ, Mab Doue, guir Redemptor ar bed,
D’ho conserv, Sir, en peoc’h hac ive en yec’het,
Ha da rêi dêc’h ar c’hraç da vea triomphant
Var guement antrepris a rit antieramant.
Ah ! perac ne meus-me elocanç Ciceron,
Hac ive ar furnez en devoa Salomon,
Hac eun teod alaouret da zressi eur reqet
Dirac ho Majeste, ô Monarq redoutet !
Abeurs an Duc Beuvet, an Duc a Roussillon,