Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63

Hac an Duc a Nanteuil, a un ompinion,
E zomp bet deputet da zonet ho pete,
Ha d’en em brosterni dirac ho Majeste,
Da bedi ac’hanoc’h, mar deus nep moyen c’hoas
Da gaout ar vadelez d’o receo en ho craç.
Beuvet zo regretant, qercoulz hac e vreudeur
Ma ê bet massacret ho mab, ô Ampereur !
An Duc Beuvet memes n’em anzav criminel,
Hac a offr repari e vuntr var ho puguel.
Ouspen, e prometont, an eil hac eguile
Bea oboissant bepret d’ho Majeste.

Charlamagn.

Birviqen ne gredjen e vijec’h qen hardi
Da zonet em presanç gant ar seurt gevredi :
Bras ê hoc’h insolanç, cavet an hardisson
Da barlant evit tud zo leun a drahison !

Regnier.

O Roue Charlamagn ! possubl ve d’ho calon,
Carguet eus a vertu, dont da refus pardon !
Biscoas den ne zougas ar gurunen a Franç
Vaillantoc’h eguedoc’h, sclêr ê ar gonsecanç.
C’houi oc’h eus pardonet hoc’h enemiet bras ;
P’en em humilijont, c’houi roe deze graç.
Güir ê penos oc’h eus ar c’hleze a justiç,
Ha pouvoar absolu a enep pep maliç ;
Mes seul-vrassoc’h ar c’hrim a greder commetti,
Seul-vuioc’h merit zo o tont d’er pardoni.
Recevit en ho craç, m’ho ped, va Ampereur,
Va mestr, an Duc Beuvet, hac ive e vreudeur,
Hac e protestont dêc’h pelloc’h da virviqen
Evel ho sujedet, da heuill ho courc’hemen.
Imitit hon Zalver, ô Sir, me ho suppli,
Pa varvas evidomp var menez Calvari :
Hac én prest da vervel dre boaniou qer garo,