Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61

Zo demp superior, sclêr ê ar gonsecanç ;
Eur gonfusion vras ê demp ha lachete
Bea en em armet a énep hon Roue,
Rac én en deus ar güir ha ni hon eus ar gaou ;
An debat a zo bet hep mui qen entre daou.
P’en deus an Duc Beuvet lazet ar Prinç Lohier,
E zê er fêçon-ze en em rentet muntrer ;
Rac-se, mar em c’hredit, e casfoc’h hepdale
Darn ho Chevalerien da gavet ar Roue,
Da bedi aneàn var ar c’henta abord,
Mar be nep seurt moyen, da ober an accord.
An Ampereur, me gred, a zo eun den leal,
Hac ho recevo sur en e c’hraç vat ractal.

Beuvet.

Ret ê en em renta eta d’hon enemi,
En despit d’am speret ha d’am oll fantazi !
Ma vijec’h a accord ; va breudeur, ganén-me,
Biqen n’en em rentjemp, m’en assur, d’ar Roue ;
Mes anfin, pa fell dêc’h, ne dal qet marc’hata.
C’houi, va zaou zijentil, selaouit an dra-mâ ;
It eta em reqet hac abeurs va breudeur
Bremâ-zouden vantan betec an Ampereur,
Ha lavarit deàn, hep arrêti pelloc’h,
Oc’h cacet eus hor peurs evit goulen ar peoc’h ;
Anfin, e prometomp en amzer da zonet
Oboissa deàn evel ma vo dleet.
Lavarit deàn c’hoas e zomp calz glac’haret
Da vea bet lazet e vab qer assuret ;
Hac e zòn prest anfin da repar e varo
De dad, ar Roue Franç, er fêçon ma caro.
Cetu eta petra oc’h eus da lavaret :
Grit eta ar veach, m’ho suppli, hep arret.

Regnier.

Autrone, gant joa vras ni rayo qementse.