Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60

D’en em gavout amàn varc’hoas eus ar beure,
Ha ni guntunuo ar gombat adare.

Nanteuil.

Nebon, ni n'em gavo, ne vo qet a zale ;
Rac-se ho peet sònj d’en em gavout ive.

Sortial a reont tout.


————

Trivet Dialog.

An Duc Beuvet hac e suit a antre.

Gerard.

Me lavar, Autrone, hep bea tam couard,
Hon eus antreprenet eun affer a zo stard.
Crena ra va memprou, ha bervi ra va goad,
Gant ar vorc’het a meus na golfemp ar gombat.

Beuvet.

Me ell mui eguedoc’h crena sur, va breur qer,
Rac carguet ê va c’horf a vlesseür hep niver,
Penevert ar gourach a meus da resista,
E varvfen var ar plaç en heur bresant amâ.

Nanteuil.

Lavarit din, va breur, ha blesset oc’h mortel ?

Beuvet.

N’en dòn qet, a gredàn, dre c’hraç an Eternel.

Nanteuil.

Mes anfin, ne zeus câz, güir ê e zeus ive
Massacret eun darn vras eus a dud hon arme ;
En fe a Duc Nanteuil, hac hep tam brabançal
Me rento da Charles varc’hoas sur qement all ;
Rac ni royo deàn eur vataill vo qen ten,
Ma collo o bue ouspen trêgont mil den.

Gerard.

Ah ! va breudeur güirion, dre reqet ho pedàn
Da zelaou an avis a roàn dêc’h bremàn.
Gouzout a rit ervat ar Roue deus a Franç