Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53



ACT II.


Quenta Dialog.

An Duc Beuvet hac e suit a antre.

Beuvet.

Evit ar Roue Franç da zont d’hor menaci,
N’en deus qet credet c’hoas donet d’hon attaqi ;
Rac-se, pa omp lêzet en peoc’h bete vremâ,
E ret demp, mignonet, en em divertissa ;
Ret ê demp chasseal ebars er forestou,
Hac er memes amzer ebars er c’hampagnou,
Da c’hout ha me allo exerci va speret,
Pehini a gavàn eun nebeut contristet.

Eilvet Soudard Beuvet.

Sujet oc’h eus Autrou, da ober eur chasse,
Ha nonpas d’ar bleizi qenebeut d’ar moc’h goe ;
Mes d’ar c’hos coqinet traitour hac insolant
O deus c’hoant er vech-mâ d’ho laqat da neant.
Biscoas ne voe güelet eun arme qen ponner
Evel a zo campet, Autrou, dirac ho qær :
Prest int bep dale pell da livra demp assot...
Mes me vel o tonet d’ho cavet eun herot.

Bertelot a antre hac a lavar :

Me ho salud, Beuvet, ha c’houi oll, Autrone ;
Deut òn da annonç dêc’h sur eur c’hêlou neve
Deus abeurs va eont ar Roue deus a Franç,
A zo anaveet partout dre e buissanç,
Zo êru en ho pro gant daou-uguent mil den,
Qen a infantiri vel a gavalierien,
Hac òn bet deputet da zont betec amâ
Abeurs e Vajeste evit ha tisfia.