Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54

Rac-se n’em difennit, mar oc’h eus tam calon.
Êru ê an amzer ma teuyo gant rêson
Da venji varnoc’h-u maro e vab Lohier :
Cetu va c’hommission ebars en langach bêr.

Beuvet.

Pardie, Bertelot, terrupl e zoc’h hardi
Da zont en hor presanç qement d’hor menaci !
Penevert, m’en toue, dont da souill va daouarn,
Me rofe dêc’h buan adreus ho tiouscouarn.
Lavarit d’ho Roue ebars en bêr gomzou
E ràn goab aneàn vel a fanc va boutou ;
Ha mar en deus dezir da livra demp combat,
E zomp prest d’en receo demeus a galon vat.
Hac epad ma oc’h yac’h, ît qüit, me ho suppli,
Ha ne chommit amàn pelloc’h da rêsoni.

Bertelot.

Ne spontomp qet buan evit ho courdrouzou,
Êru e zê Charles da verrât ho têodou.
Maleürus e vo dêc’h ar moment hac an de
Ma voalc’hjoc’h ho taouarn en goad mab ar Roue.

Sortial a ra.


Beuvet.

Cetu demp ar vech-màn mancion a gombat !
Ezom voa demp bea en em breparet mat ;
Rac-se, me ho suppli humblamant, va breuder,
Ha c’houi oll, Autrone, da ober ho tever
Da zicour ac’hanòn ebars en affer-màn,
Ha m’ho recompanço ervat sur, mar bevàn.

Nanteuil.

O clêvet ho comzou, va breur, ne nac’hàn qet
E cavàn va c’halon terrupl fortifiet ;
Ar goad em goaziet a verv gant calz ardeur ;
Va c’horf a zo carguet a gouraj, a vigueur ;
Anfin, ne allàn qet dont d’en em bossedi
Gant an dezir a meus da zont da gombati